Kishore Kumar Hits

Érik Marchand - Jaurès şarkı sözleri

Sanatçı: Érik Marchand

albüm: Unu, daou, tri, chtar


JAURÈS
Da pemzek vloa' vezent korf poazh
Hag echuent ar c'hentañ paz
D'ober kerzu c'hae unnek miz du.
Peseurt buhez 'vid hon zud-kozh
Tre gwin-ardant hag ofer'nn-bred
Divarc'het 'oant a-raok diwanet.
Seul dei', pemzek eur korf sujet
Suja d'ar fas liv al ludu.
Ya aotroù den ya 'ta ma mestr
Perak 'n'a-int diskaret Jaures
Perak 'n'a-int diskaret Jaures.
N'a'mp ket da lâret int bet sklavour
Fed-aze lâret 'neu'-int bevet
Pa luska 'n denkement dornet
Eo start derc'hel maez ar skoselloù.
Kouskoude ar spi a vleunie
En hunvreoù e splanne selloù
'N nebeud teue da refuz
Ruzal da vetek an oad dres.
Ya aotroù den ya 'ta ma mestr
Perak 'n'a-int diskaret Jaures
Perak 'n'a-int diskaret Jaures.
Ma dre droukchañs kaer kozh-bevent
Oa de'he monet d'o'er brezel
Oa de'he diso'ero er brezel.
Ouzh bazhyev un tres sabrenner
'Hopal an ordr gant toul e veg
'Tigorint e park an euzhus
O ugent vloa' pas c'hoazh ganet.
Hag a varvent karget anken
Leun a vizer, ya aotroù den
Gol'et piz-logod, ya ma mestr
Klaskit 'n ho soñj yaouankiz kaezh
Nemet amzer skeudenn ar soñj
E treuz anal ar huanadenn
Perak 'n'a-int diskaret Jaurès
Perak 'n'a-int diskaret Jaurès.
Contributed by Sébastien Le Goff - 2009/1/27 - 10: 21

Поcмотреть все песни артиста

Sanatçının diğer albümleri

Benzer Sanatçılar