Kishore Kumar Hits

Annie Ebrel - Ar barzh paour şarkı sözleri

Sanatçı: Annie Ebrel

albüm: Lellig


Me zo ganet diouzh ar mintin
Pa darzh an Heol war Runivin
Pa gan ar mesaer er prad
Pa gan ar pinterig er c'hoad
Pa sav en aer an alc'hweder
Da ganan e gantik da ganañ
Me zo ganet da c'houlz ar bleuñv
Pa vez ul liorzh war bep kleuz
Trompilhoù aour er prajeier
Ha bleuñv spern-gwenn leizh ar girzhier
Kentañ mousc'hoarzh em oa me graet
A oa d'un tro-heol arc'hantet
Pa renkin kuitaat ar Bed-mañ
Marteze vo d'an nevez-hañv
Marteze 'vo en va zi plouz
E maezioù Breizh sioul ha didrouz
Pa guzho 'n Heol a-dreñv ar roz
Ha pa gano an eostig noz
Klaskit er prad trompilhoù-aour
D'ober ur boked d'ar barzh paour
Klaskit er c'harzh bleunioù spern-gwenn
D'ober d'ar barzh ur gurunenn
Hag en ivinenn 'us d'am bez
An eostig 'gano d'abardaez

Поcмотреть все песни артиста

Sanatçının diğer albümleri

Benzer Sanatçılar