Kishore Kumar Hits

Annie Ebrel - Ma zi bihan şarkı sözleri

Sanatçı: Annie Ebrel

albüm: Lellig


Hanter kant vloaz zo
Emañ en e sav:
Va zi bihan karet
Va zad en doa tennet ar vein
A doulladoù, a grogadoù,
Eus e zouaroù
(Da ziveiniañ e barkoù)
Ar mein pastur arvelen,
Hag ar mein-benherezh grouan-glas
Ha pa 'voe bet trawalc'h
'Voe klasket artizaned
Soñj 'm eus
Bihanik 'oan c'hoazh,
Met soñj 'm eus
- Daou brenestr hag un nor
O sellet er c'hreisteiz
- Un doenn c'hlas gant daoulagad gwer
Etre an daou siminal:
Un oaled vras hag unan vihan
O tufañ koumoul gris pe moged glas
War-zu an oabl
-Emañ harp ouzh an ti kozh
Eno emañ domani Kubele,
Ma c'hazeg kozh liv d'ar bleuñv-pechez
- Div vogerenn a zo etrezomp
Etre va c'hambrig hag he hini
Ha hi am dihun bep beure
Gant taolioù-pav war ar pavez
- Naon he devez?
Pe hast d'am gwelout?
Pe an eil tra hag egile?
Marteze!...

Поcмотреть все песни артиста

Sanatçının diğer albümleri

Benzer Sanatçılar