Kishore Kumar Hits

Annie Ebrel - Rosa Canina şarkı sözleri

Sanatçı: Annie Ebrel

albüm: Lellig


War benn ar c'hleuz, 'us d'an toull-karr
Ez eus ur blantennig dipar
Bemdez 'tremenan 'rez dezhi
Ha bemdez 'ran ur sell outi
Ned eo nemet ur rozenn-gi
Un drezenn-amgroaz en he bleuñv
E-touez ar spern, war lein ar c'hleuz
Nag eo espar e-touez ar strouezh
Ha blizidik! Va rozenn-ouez
Zo gwisket 'vel ur Rouanez
Kurunenn aour ha brozh seiz roz
Diamantet gant ar gliz-noz
O lintrañ en Heol beureel
Hogozig ken koant hag an Ael
Siwazh eo kened berrbadel
Kurunenn aour ha brozh seiz roz
Diamantet gant ar gliz-noz
O lintrañ en Heol beureel
Hogozig ken koant hag an Ael
Siwazh eo kened berrbadel
Un deiz hepken 'chom pep rozenn
Digor he dremm d'ar sklêrijenn
An Heol a domm he c'halonenn
Flouret 'vez gant ar valafenn
Ha broudet gant ar wenanenn
Ha 'benn ma vo an Heol kuzhet
He brozh seiz roz a vo gweñvet
Hag he c'hurunenn aour teuzet
Echu 'vo d'ar Rozenn-amgroaz
Met un all 'digoro arc'hoazh

Поcмотреть все песни артиста

Sanatçının diğer albümleri

Benzer Sanatçılar