Kishore Kumar Hits

Annie Ebrel - Er c'hoad şarkı sözleri

Sanatçı: Annie Ebrel

albüm: Lellig


War ballenn vlot ar c'hoad
Mont a bazioù voulouz
Azezañ ouzh ho troad
Er brizhheol, en didrouz.
Pell eus tabut an dud
Selaou sarac'h ho teil...
Ha flourañ a bep eil
Gant va dorn ha va sell...
A vouezh dous ho kervel
A-bouez hoc'h anvioù-hud:
Derv-gwenn. Koad kren
Skav-gwrac'h. Faou-put
Evor. Aozilh. Bezv-gwenn
Va mil mignonez mut!...

Поcмотреть все песни артиста

Sanatçının diğer albümleri

Benzer Sanatçılar