Kishore Kumar Hits

Annie Ebrel - Lagad an heol şarkı sözleri

Sanatçı: Annie Ebrel

albüm: Lellig


-Heol! Perak out ken diwezhat o tiblouz?
Ha perak eo ken ruz da lagad?
Ha bet ac'h eus en noz-mañ ur gwall-hunvre, en deus
Graet dit leñvañ dre da hun?
-Na hun na hunvre, na fall na mat
Beilhet em eus an noz-pad
Tra ma kouske ar c'hornôg dibled war ludu louet e lore
Me 'm eus graet tro an Douar
Heol!
Ha petra feus gwelet war da roud?
Ha gwelet am eus tud o vervel gant an naon
Gwelet 'm eus tud o vervel gant ar riv
Gwelet tud o vervel gant an dic'hoanag
Gwelet am eus tud o lazhañ tud, breudeur o'n em dagañ
Gwelet 'm eus pobloù mac'het
Gwelet ur penntiern meur o kouezhañ dindan boled ur foll
Gwelet forzh tud o leñvañ
Ha chomet on bepred digas
Gwelet 'm eus, avat, tud o c'hoarzhin goap ouzh ar re
Er boan, ouzh ar re zo en dienez
Ouzh ar re zo dindan ar yev
Ha neuze am eus ranket leñvañ
Ma 'z eo ruz c'hoazh va lagad
- Heol! Sec'h bremañ da zaeroù
Mor-Breizh, emberr, a vo dous
D'az lagad ruz hag entanet

Поcмотреть все песни артиста

Sanatçının diğer albümleri

Benzer Sanatçılar