Deus prenestr va zou uhel ne, wellan ket ar stered Nemet mogedoù teñval, ha mogerioù saotret Ne digeriñ ket ar prenestr, nemet pa vez amzer Evit sellet ouzh ar glav, o tiverañ e kêr Nag en traoñ war an ter-du, e losk melezourioù bras 'Plij din da neuial enno, va daoulagad gloazet Nag en traoñ war an ter-du, e losk melezourioù splann En em gollan alies, 'n o askedoù arc'hant En o askedoù arc'hant en, em gollan alies Ha neuze me a garfe, ne davfe ar glav james Ha neuze me a garfe, ne davfe ar glav ken Nemet pa vo islonket, ar bed-mañ penn-da-benn