Kishore Kumar Hits

Youenn Gwernig - An durzhunell şarkı sözleri

Sanatçı: Youenn Gwernig

albüm: Foeter Bro - Just a Traveller (Breton Singer : Celtic Music from Brittany - Keltia musique)


Kalz amzer am eus kollet
O furchal ar c'hoajoù
'Vit sourpren an durzhunell
Kousket war ar brankoù
Skoaziet am eus va fuzuilh
Met tennet em eus fall
Tec'het eo an durzhunell
Ha nijet er c'hoad all
Diouzh an noz ha d'ar mintin
'Klevan al laboused
O kanañ, o fredoniñ,
Da veg ar gwez pignet
Ha n'eus nikun anezho
A bikfe va c'halon
Evel mouezh an durzhunell
O ouelañ d'he mignon
Hirvoudiñ 'ra noz ha deizh
Gant ar boan, an anken,
'Vel ur paour kaezh intañvez
Kollet ganti he den
Heklev he mouezh klemmus
A red dre ar c'hoajoù
A zo meurbet poanius
D'an holl labousedoù
- "Petra, turzhunell yaouank,
A dourmant da galon?
- Kollet em eus, emezi,
Va fidelañ mignon
Ma na deu ar chaseour
D'ober din-me mervel
Me 'varvo gant ar glac'har
D'am mignon koant fidel
N'eus na louzoù, na souten,
Na frealzidigezh
Gouest da bareañ souden
Gouli va c'harantez
Trec'het on gant ar glac'har
Mont a ran da vervel
Met ne varvin ket kountant
Ma ne varvan fidel"
Gwelet em eus o vervel
An durzhunell yaouank
Disec'het pizh he c'halon
Gant ar boan, an tourmant
'N he huanad diwezhañ
He deus c'hoazh lavaret:
"Kenavo, mignon fidel"
Raktal eo tremenet
Melezour sklaer ha gwirion
Eus ar wir garantez
Ha ne gaver e kalon
Ar yaouankiz direizh
- Nann, nann, ne varvin laouen
Ma ne varvan fidel
Ha biken ne zizoñjin
Marv an durzhunell

Поcмотреть все песни артиста

Sanatçının diğer albümleri

Benzer Sanatçılar