Kishore Kumar Hits

Yvon Etienne - An Disglavierig (Le Parapluie) şarkı sözleri

Sanatçı: Yvon Etienne

albüm: Que Des Bonnes Nouvelles !


Glav puilh a rae war an hent bras
Hag hi o vont hep disglavier
Be'm'oe unan laeret kredabl bras
Ar mintin-se d'ur mignon kaer
Ha me war red davet ar plac'hig
0 kinnig dezhi be' en disglav
'N'ur sec'han'n dour a gleb e dremmig
War un ton dous n'eus laret ya
Korn ur baradozig vit un disglavierig
Be'oa ganti doare un aël
Vit un disglavierig korn ur baradozig
M'oe ket kollet va amzerig
O vont en hent na pegent plijus
Klevout non daou kanenn ar glav
Sonet gant ul laz-senin nenvus
War doen va disgavierig brav
Fell a rae din kement hag ober
Gwelet ar glav puilh deiz ha noz
Vit bezan eviti ur salver
Daou ugent deiz daou ugent noz
Korn ur baradozig vit un disglavierig
Be'oa ganti doare un aël
Vit un disglavierig korn ur baradozig
M'oe ket kollet va amzerig
Med se zo sot pa vez glav zoken
An hentoù 'ya trezek broioù
Hec'h hini a savas ken soudenn
Bewennoù lakaet d'am sellou
Ret a oa dezhi kuitaat ac'hanon
Ha gant he hent mont disoursi
Trugarekaet 'n deus ac'hanon
'N'ur vont trezek Bro Berlobi
Korn ur baradozig vit un disglavierig
Be'oa ganti doare un aël
Vit un disglavierig korn ur baradozig
M'oe ket kollet va amzerig
Korn ur baradozig vit un disglavierig
Be'oa ganti doare un aël
Vit un disglavierig korn ur baradozig
M'oe ket kollet va amzerig

Поcмотреть все песни артиста

Sanatçının diğer albümleri

Benzer Sanatçılar