Kenavo ma zad, ma mamm Kenavo mignoned Kenavo deoc'h tud yaouank Eus parrez Langonned Ne oa ket roet din ar choaz Dav oa din partiel Kaset oan war ar mor bras Kuitet ma Breizh-Izel Me oa-me gwall glac'haret 'Vont d'ober ma servij Lesket 'moa e Langonned Fleurenn ma yaouankiz Lesket 'moa e ti he mamm Ma mestrezig karet Kaset oan d'an Oriant Ha du-se oan gwisket Berv e oa ma daoulagad An ael oa uhel Barzh an neñv e oa stered Daole din sklerijenn